

Tud karter kantin ar Vilin Wenn o deus savet ur sinadeg da gas d’an Aotrou Prezidant Kêr-Vamm Brest.
"Emañ war kumun ar Releg Kerhuon lec’h Kantin ar Vilin Wenn, al lec’h-se zo historel hag arouezel eus Kêr-Vamm Brest dre :
- E histor industriel (milin-boultr ar Vinin Wenn, ha warlec’h, ti-lazhañ Brest).
- Hiziv, e galvedigezh, evit an dudi, lec’hiet evit an holl :an aod, an draezhenn, pourmenadennoù tro dro ar porzh bigi, bageal, ha dudi all war ar mor, ar poull-neuial, hag an abadennoù sevenadurel ha sportel.
Met al lec’h gwezennek-se zo EN ARVAR !!! (abaoe bloavezhioù)
Abalamour d’ur raktres savadurioù loc’hus-tre !!!
Neuze, e vefe 5 live war kondon, hag ar pal a vefe reiñ ar gwir nemet d’an dud pinvidik, da brenañ ur mad, hag a zo, hiziv, hollek, ha dreistholl, hini Kêr-Vamm Brest (terkañ)BMA.
Ur rediñ eo, da baouez sevel betoñs war an aod !
Gwarezomp hor bord ar mor hag hor puhez ken vrav !!!
Al lec’h-se zo evit an holl, ha non pas evit un dornad brientek !
Ouzhpenn-se, ar raktres savadurel-se e vez ur fazi bras, peogwir ne gemer ket e gont :
- Ar fed e vefe krouet ur c’hardi dindan ar savadur hag en defe ur riskl bras da vezañ beuzet gant ar mor...Evel e vez dija hiziv, hag e vo aliesoc’h aliesañ gant ar cheñchamantoù klimatek.
- Al leur zo chomet saotret goude ar bloavezhioù industriel, hag e vo kaer kenañ evit disaotrañ !
- An douar a fiñv alies a-walc’h aze, ha n’eus nemet da welout an niver a wech zo bet kepennet ar poull-neuial abalamour d’ar gudenn-se abaoe ouzhpenn 10 vloaz…
An holl stadadennoù-se o deus sikouret ac’hanomp evit goulenn d’ar Prezidant ha dilennidi Kêr-Vamm Brest : Nullañ, pe, d’an nebeutañ, killañ ar raktres-se, evit soñjal, prederiañ gwelloc’h, ha sevel ur raktres hollek !
Ur gourzez a sikouro an obererezhioù-se :
- Lakaat war-wel un danevell prizachañ war ar riskloù hag ar gudennoù war al lec’h (beuzadur, saotradur, fiñvadennoù krendouarel...Hag all hag all….)
- Cheñch al lec’hiañ war ar PLU, evit ma vefe savet netra !
- Ur galv-raktres krouet gant ur c’huzuliata ledan ha keodedel a gemero e gont gant un doare treuzvelus c’hoatoù ar poblañs.
Tud Kêr-Vamm Brest, pe d’ul lec’h all, amouroused Morlenn Brest, Deuit ganeomp !
Mallus-tre eo ! Ret eo ober buan !
Sinit ar sinadeg-se ha rannit ar muiañ posubl !Evit gwareziñ ar mad hollek hon eus war Lec’h Kantin ar Vilin Wenn !!!